Na h-Eileanan Flannach
Neuz
Na h-Eileanan Flannach, pe inizi Flannach, zo inizi bihan e Bro-Skos, er gornaoueg da enez Leòdhas. Flannan Isles pe Seven Hunters a reer anezho e saozneg.
Meur a enezenn hag a garreg zo en enezeg : Eilean Mòr ("enez vras"), er biz, Eilean Taighe ("enez an ti"), Soray (pe "Eastward Isle"), Sgeir Tomain, Eilean a' Gobha ("enez ar gov") er gornaoueg, Roaireim ha Bròna Cleit. En holl ez a gorread an inizi da ober 50 hektar, ha 17,5 hektar eo an enezenn vrasañ, Eilean Mòr. Sevel a ra poent uhelañ Eilean Mòr betek 88 metr uhelder.
Brudet eo an enezeg abalamour ma'z eas gwarded tour-tan Eilean Mòr diwar wel e miz Kerzu 1900. Biskoazh ne voe adkavet o c'horfoù[1],[2].