Talibaned
Tachenn obererezhioù | religious congregations and associations |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1994 |
Anv er yezh a orin | طالبان |
Relijion | Islam sunnit |
Designated as terrorist by | Stadoù-Unanet |
Brezel | Afghan conflict, Republican insurgency in Afghanistan |
Diazezer | Mohammed Omar, Abdul Ghani Baradar |
Den e penn an aozadur | Amir al-Mu'minin |
Prezidant | Mohammed Omar, Akhtar Mansour, Hibatullah Akhundzada |
Stad | Afghanistan |
Political alignment | right-wing extremism |
Lec'h diazez | Kandahar |
Sez sokial | Afghanistan, Pakistan, Katar |
Bro orin | Afghanistan |
Darvoud-alc'hwez | 2021 Taliban offensive, Fall of Kabul (2021) |
Lec'hienn ofisiel | https://alemarahenglish.af/ |
Hashtag | Taliban |
Banniel (deskrivadur) | flag of the Taliban |
Dedennet gant | sharia |
Political coalition | Pakistan |
Rummad evit an izili | Category:Taliban members |
An Dalibaned pe Taliban (pachtoueg : طالبان [ṭālibān], « studierien » pe « klaskerien ») a zo ul luskad islamour sunnit armet oberiant en Afghanistan hag e Pakistan abaoe miz Here 1994. Renet eo gant Haibatoullah Akhoundzada, komandour ar gredennourien eus Emirelezh Islamek Afghanistan, en ur mod ofisiel abaoe ar 15 a viz Eost 2021, goude bezañ disklêriet kement-se d'ar 25 a viz Mae 2016. E 2017 e oa braskontet 200 000 stourmer en o zouez.
Goude bezañ brezelet ouzh Stad Islamek Afghanistan o doa aloubet ar gêr-benn Kaboul e 1996 ha staliet Emirelezh Islamek Afghanistan en tri c'hard eus ar vro betek 2001, ar mollah Mohammad Omar en he fenn. Lakaet o doa e-pleustr ar charia, al lezenn islamek, en un doare strizh, ha lakaet Kandahar da gêr-benn. Met e 2001 o doa emellet ar Stadoù-Unanet hag an AFNAR er vro hag an Dalibaned o doa graet brezel a-enep dezho, betek an 29 a viz C'hwevrer 2020 pa voe sinet un emglev etrezo e Doha. Bremañ eo bet adc'hounezet ar vro a-bezh ganto, ar gêr-benn Kaboul ivez abaoe ar 15 a viz Eost 2021.
Kondaonet eo bet an Dalibaned dre ar bed abalamour d'o zorfedoù a-enep gwirioù mab-den. War roll ofisiel an aozadurioù spontour emaint e Rusia, Kanada, Kazakhstan hag an Emirelezhioù Arab Unanet.