Mont d’an endalc’had

Puerto Rico

Eus Wikipedia
Men emañ Puerto Rico

Puerto Rico (ent-ofisiel: Kenglad Puerto Rico, saozneg: Commonwealth of Puerto Rico, pe Stad dieub kevredet Puerto Rico, spagnoleg: Estado Libre Asociado de Puerto Rico) zo un enezeg en Antilhez Brasañ, er Mor Karib, er reter d'ar Republik Dominikan, hag ur stad emren hag a zo stag ouzh Stadoù-Unanet Amerika. En hanternoz emañ ar Meurvor Atlantel, er c'hreisteiz ar Mor Karib.

Ouzhpenn enez Puerto-Rico ez eus inizi all kalz bihanoc'h, en o zouez Vieques, Culebra hag Isla Mona.

Spagnoleg eo yezh ar boblañs hag ar yezh vroadel, ha saozneg ha spagnoleg ar yezhoù ofisiel. San Juan eo ar gêr-benn. Poent zo bet e tegouezhe eno divroidi eus Korsika.

Breud a vez alies war statud an enezeg. Hervez ur referendom dalc'het e 2012, e oa 44% eus an dud evit dont da vezañ ur stad eus ar Stadoù-Unanet, 28% evit dont da vezañ ur stad kevredet pe ur stad dizalc'h, ha 26% evit ar c'henglad (statud a-vremañ).

Gant Kristof Kolomb e voe anvet Enez San Juan Bautista, en enor da Sant Yann ar Badezour, hag ar porzh a voe anvet Ciudad de Puerto Rico. A-benn ar fin eo aet anv Puerto Rico war an enez, ha hini San Juan war ar porzh a zeuas da vout kêr-benn an enez.

Puerto Rico eo an anv ofisiel spagnolek, met ivez e saozneg abaoe 2002, ha Porto Rico, a zo chomet e galleg, n'eo ket mui an anv saoznek boas. Un anv all zo implijet gant tud an enez : Boriquén, eus Borikén, an anv e taino, yezh henbobl an enez, hag a dalv kement ha douar an aotrou kadarn.

Korventenn Maria

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

https://www.huffingtonpost.fr/entry/trump-aurait-envisage-de-vendre-porto-rico-apres-les-degats-de-louragan-maria_fr_5f0c33c3c5b63a72c34458a3?ncid=fcbklnkfrhpmg00000001