Mont d’an endalc’had

Menez

Eus Wikipedia

menez
Iskevrennad euselevation, natural geographic object Kemmañ
Rann eusAradennad venezioù, group of mountains Kemmañ
Studiet gantgeomorphology Kemmañ
Model itemMenez Everest, K2, Table Mountain, Matterhorn, Olimpos Kemmañ
EntitySchema for this classEntity schema not supported yet (E339) Kemmañ
Arouezenn Unicode, 🏔, ⛰️ Kemmañ
Roll elfennoùlist of mountains Kemmañ
Category for the view from the itemCategory:Views from mountains Kemmañ
Category for the view of the itemCategory:Views of mountains Kemmañ

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Ur menez zo ur stumm douarel a sav e dolzenn uheloc'h eget al leur en un takad bennak. Bez' ez eus menezioù war 24% eus gorread an Douar  : 52% eus hini Azia, 36% eus hini Norzhamerika, 22% eus hini Suamerika ha 17% eus hini eus Europa. Menezidi eo 10% eus n dud, da lavaret eo e vevont er menezioù.

Ar stêrioù pennañ a eien er menezioù peurvuiañ, ken e teu alese an hanter eus an dour a vez implijet gant an dud.

Jedet e vez uhelder ar menezioù dre vuzuliañ an diforc'h etre live ar mor (0 metr dre genemgev) ha live o leinoù.

Menez Everest eo an hini uhelañ war an Douar, 8 848,86 metr dezhañ ; en aradennad-venezioù ledanañ er bed emañ.

Digenvez ha baliregezh

Ral a wech e vez ur menez en e unan war un dachenn. Ouzhpenn d'e uheler neuze e vez muzuliet e zigenvezh hag e valiregezh.

  • Digenvez a reer eus an hed diwar-nij a zo etre ar menez M hag an uhelañ tachenn amezek, eleze skin ar c'helc'h m'eo barr M al lec'h uhelañ.
  • Baliregezh a reer eus an dilive a zo etre barr ur menez M hag an ode uhelañ a ro tro da dizhout ur menez uheloc'h.

Menezioù dibar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Menez Denali en Alaska, ma weler an dilive etre e ziaz hag e lein en un doare na gaver neblec'h all war an Douar