Krai
Neuz
Krai, pe danvez krai, pe danvezioù diazez a vez graet eus danvezioù orin, diazez, evel ma vezont kavet en natur. An danvezioù-se a c'hell bezañ implijet gant mab-den evit bezañ treuzfeurmet a-benn sevel madoù ha madoù oberiet, energiezh, pe dafar hanterour ha servijo da sevel madoù oberiet.
An droienn danvez krai a vez implijet evit ober eus danvezioù dizoberiet, pe naturel, pe labouret nebeut evel al latex krai, eoul diaoz, kotñs, glaou, an aer, an dour, kailh houarn. An droienn danvez krai a-eil a vez implijet evit ober eus un danvez diazez hag a vez addimplijet ur wech adaozet hag adlakaet evel danvez da sevel produioù all.