Mont d’an endalc’had

Jimmy Wales

Eus Wikipedia
Jimmy Wales
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet, Rouantelezh-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJimmy Donal Wales Kemmañ
Anv ganedigezhJimmy Donal Wales Kemmañ
Anv-bihanJimmy, Donal Kemmañ
Anv-familhWales Kemmañ
LesanvJimbo Kemmañ
Anv e kanaジミー・ドナル・ウェールズ Kemmañ
Deiziad ganedigezh7 Eos 1966 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHuntsville Kemmañ
PriedKate Garvey Kemmañ
Yezh vammsaozneg SUA Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg SUA, saozneg Kemmañ
Tachenn labourlec'hienn Web, Internet, collaborative software, holloueziadur, entrepreneurship Kemmañ
ImplijerFandom, Bomis Kemmañ
KargChair of the Wikimedia Foundation Board of Trustees, non-executive director, Founder's seat Kemmañ
Bet war ar studi eAuburn University, University of Alabama, Indiana University Bloomington, Randolph School Kemmañ
Lec'h annezLondrez Kemmañ
Affiliation stringWikimedia Foundation, Board of Trustees, Wikimedia Foundation, Wikipedia.org Kemmañ
Relijionirreligion Kemmañ
Oberenn heverkWikipedia Kemmañ
Ezel eusWikimedia Foundation Board of Trustees, Wikimedia Foundation Kemmañ
Perc'henn warBomis, WikiTribune, WT:Social Kemmañ
Levezonet gantAyn Rand, Friedrich Hayek Kemmañ
Public key fingerprint997B 591F 0D14 CB0F A0BF 3A70 3E65 3930 623D 4997 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://jimmywales.com/ Kemmañ
Kont warFandom, WT:Social, Fandom Kemmañ

Jimmy Donal "Jimbo" Wales, bet ganet d'ar 7 a viz Here 1966 e Huntsville, Madison County, Alabama, Stadoù-Unanet Amerika, zo un embreger stadunanat war an Internet. Kendiazezer ha bruder an holloueziadur digor ha nann-arc'hantus Wikipedia eo, hag ivez kendiazezer an embregerezh kenwerzhel Wikia Inc. eo e bal herberc'hiñ raktresoù digor war an Internet.

D'an 28 a viz Gouere 2004, en un etreweladenn gant ar gazetenn en-linenn Slashdot (« /. »), e tisplegas Jimmy Wales pal Wikipedia:

Imagine a world in which every single person on the planet is given free access to the sum of all human knowledge. That's what we're doing.[1]

 Ijinit ur bed m'en deus pep den digor digoust e sammad holl oueziadur mab-den. Setu ar pezh emaomp o sevel. 

Mab da Jimmy Wales, rener ur gourmarc'had, ha d'e wreg Doris Ann Dudley, skolaerez er c'hentañ derez, eo Jimmy Wales. Skoliataet e voe hervez an hentenn Montessori en House of Learning ("Ti an deskiñ"), ur skol brevez ur sal hepken dezhi a oa renet gant e vamm hag e vamm-gozh[2] Abred e lennas an Encyclopedia Britannica hag ar World Book Encyclopedia.[3].

E 1979, d'an oad a 16 vloaz, e tapas e vachelouriezh er Randolph School en Huntsville, ma veze kelennet dre stlenneg dija, hag ez eas da Auburn University ma c'hounezas un aotregezh war ar gellidouriezh e 1986. Pelloc'h e krogas gant hentenn an doktorelezh en Alabama University, a guitaas goude ar vestroniezh, war ar gellidouriezh bepred. Kenderc'hel a reas gant an doktorelezh e skol-veur Indiana ; koulz e skol-veur Alabama hag e hini Indiana e kelennas e-pad e studioù, met biskoazh ne soutenas e dezenn.[3] Adal 1996 e krogad e resped, evel oberataer marc'hadoù da gentañ, kent mont da embreger war an Internet.

E 1986 e timezas Jimmy Wales gant Pamela Green ; dibriediñ a reas e 1993[4]. Pa oa trader e Chicago e kejas ouzh e eil gwreg, Christine Rohan, hag e timzjont e 1997 ; un verc'h a voe ganet kent o disparti. E 1998 e tilojas da San Diego (Kalifornia), hag e 2002 da St. Petersburg (Florida).

D'ar 6 a viz Here 2012 e timezas Jimmy Wales e London da ez-sekretourez Tony Blair, Kate Garvey ; div verc'h zo bet ganet.

E 2007 e tisklêrias Jimmy Wales bezañ un dizouead hag ur poellelour[5].

Chicago Options Associates ha Bomis

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1994 e voe gopret Jummy Wales evel oberataer ar marc'hadoù gant ar gompagnunezh Chicago Options Associates e Chicago, Illinois.[3] Goude bezañ dastumet arc'hant dre e vicher e kuitaas e labour e 1996 hag ez eas da embreger war an Internet.

Er bloavezh-se end-eeun e kevredas gant Michael Davis ha Tim Shell evit krouiñ ar gompagnunezh Bomis, ul lechienn arc'hantet gant ar bruderezh a ginnige webrings pourvezet gant an implijerien.

Petra bennak ma voe Bomis ur c'hwitadenn e tegasas trawalc'h a arc'hant da Jimmy Wales evit kenderc'hel gant e raktres meur, un holloueziadur en-linenn.

Pa oa o klask war-lerc'h ur gouizieg da gas ar raktres e c'hopras Lawrence Mark "Larry" Sanger (bet ganet e 1968), a oa gant e zoktorelezh war ar brederouriezh en Ohio State University e Columbus ; e miz Meurzh 2000 e voe loc'het Nupedia, un holloueziadur digoust hag a oa digor d'an holl ha reizhet gant an implijerien. Dre ar bruderezh e oa arc'hantet, hag e bal e oa bezañ a-live gant an holloueziadurioù war baper.

 Ar mennozh e oa miliadoù a dud a-youl-vat o skrivañ pennadoù en holl yezhoù evit un holloueziadur en-linenn. En deroù hor boa aozet al labour en un doare kozh, frammet-strizh, urzhasaet-kenañ, akademek. Displijus e oa evit ar skriverien youlek abalamour m'hor boa kalz poellgorioù arbennik a vurutelle ar pennadoù hag a embanne o evezhiadennoù. Evel reiñ ur polladenn el likez e oa, hag abafet e veze an dud a youle kemer perzh.  — Jimmy Wales, New Scientist, 31 GEN 2007[6].

Kement-se a verzas pa voe-eñ abafet kent kinnig ur pennad bet skrivet gantañ a-zivout Robert C. Menton, Priz Nobel an Armerzh 1997, petra bennak ma ouie diwar-benn an dodenn a-c'houde e studioù. Kompren a reas neuze ne oa ket aozadur Nupedia evit mont en-dro, rak re bounner ha re goustus e oa argerzh an embann pennadoù.

E miz Genver 2001 e teskas L. M. Sanger a-zivout ar meizad anvet wiki: dre aotren hollad ar skriverien da voueta Nupedia en un doare kempred ha d'e reizhañ o-unan e vije torret strizhenn ar raktres. A-du e savas Jimmy Wales, ha d'an 10 a viz Genver 2001 e voe digoret Nupedia Wiki. Enep an doare nevez-se avat e savas ar braz eus ar vurutellerien, pa gavas dezho e oa arvarus kemmeskañ danvez savet gant amatourien ha danvez savet gant arbennigourien peogwir e kasfe d'un holloueziadur na vije ket ken solius hag ar re war baper. D'ar 15 a viz Genver 2001 neuze e tisrannas L. M. Sanger ar raktres wiki, a anvas "Wikipedia", diouzh Nupedia.

A-gevret e voe kaset an daou raktres arc'hantet gant Bomis, nemet e vennas ar gompagnunezh gounit moneiz diwar Wikipedia. E sell L. M. Sanger ne oa Wikipedia nemet ur benveg da harpañ diorroadur Nupedia. Souezhet e voe Sanger ha Wales o welout niver ar pennadoù e Wikipedia o vont dreist Nupedia en ur ober un nebeud devezhioù hepken, a-drugarez d'ur strolladig skriverien a voe solut ha solius a-walc'h evit kendrec'hiñ Jimmy Wales da lakaat Wikipedia war hent an andon digor.

Larry Sanger a ziorroas ar raktres Wikipedia en deroù, ha Bomis a bourchasas e c'hopr betek miz C'hwevrer 2002. D'ar 1 añ a viz Meurzh neuze e roas Sanger e zilez a bennembanner Nupedia hag a bennaozer Wikipedia. Mennet c'hoazh e oa Bomis da arc'hantiñ Wikipedia dre ar bruderezh, hogen kilañ a reas a-c'houde dilez L. M. Sanders hag a-zirak donedigezh raktres ur fondezon nann-arc'hantus.

Wikimedia Foundation

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kreiz ar bloavezh 2003, Jimmy Wales a stalias un aozadur nann-arc'hantus anvet Wikimedia Foundation (WMF) e St. Petersburg (Florida), kent e adstaliañ e San Francisco (Kalifornia) e miz Genver 2008.

An holl wirioù speredel hag an holl anvioù domanioù a zo perc'hennet gant Wikipedia a voe fiziet e WMF neuze, gant ar pal sevel ur reizhiad hollek evit an holloueziadur hag ar raktresoù kar :

Raktresoù endalc'hedoù

Raktresoù daremprediñ ha merañ
  • Incubator, ma prouader wikiraktresoù e yezhoù nevez

Raktresoù kalvezel ha diorren
Ur gentel vrezhonek zo da 12 raktres Wikimedia — Gwelit traoñ pajenn degemer ar Wiki-mañ

E 2004, Jimmy Wales hag Angela Beesley eus WMF a grouas Wikia, ur gompagnunezh kenwerzhel a vod raktresoù wiki o doare. El lec'hienn-se emañ ar wikioù brasañ er-maez eus Wikipedia, en o zouez Memory Alpha (un holloueziadur gouestlet da Star Trek ha Wookieepedia (gouestlet da Star Wars). E 2009 e krogas Wikia da vezañ arc'hantus.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.