Gwir melestradurel
Hollad ar reolennoù a dermen gwirioù ha dleoù ar melestradurezh a ya d'ober ar gwir melestradurel. Al lodenn vrasañ eus ar gwir foran eo.
Gwir an digempouez eo abalamour ma termen dreist-holl an darempredoù etre ar frammoù publik hag ar velestridi. Ur gwir dibar eo enta rak n'eo ket al lazioù prevez hag al laz hollek tre ha tre ar memes re ha ret eo merañ an dibardelezh-se.
Savet eo bet tamm-ha-tamm evit reolenniñ an darempredoù etre ar gwir hag ar Stad. Meur a ziskoulm zo deuet en istor tamm-ha-tamm hag hiziv c'hoazh ez eus meur a batrom a zo dezho respontoù disheñvel d'an digempouez etre al laz hollek hag al lazioù prevez.
Ouzhpenn da se emañ dindan ar gwir melestradurel ivez an holl reolennoù evit an aozañ hag ar mont en-dro dibar a zo d'ar frammoù publik n'emaint na dindan ar galloud lezennel na dindan ar pennadurezh lezvarnel.