Mont d’an endalc’had

Gavr (Mor-Bihan)

Eus Wikipedia
Gavr
Gourenez Gavr.
Gourenez Gavr.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Gâvres
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant an Oriant
Kanton Henbont
Kod kumun 56062
Kod post 56680
Maer
Amzer gefridi
Dominique Le Vouëdec
2014- 1 a viz Kerzu 2023
Etrekumuniezh An Oriant tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro an Oriant
Lec'hienn Web http://www.gavres.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 679 ann. (2020)[1]
Stankter 361 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 41′ 23″ Norzh
3° 21′ 15″ Kornôg
/ 47.6897, -3.3542
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 10 m
Gorread 1,88 km²
Lec'hiañ ar gêr
Gavr

Gavr[2] (Gâvres e galleg) a zo ur gumun eus arvor Breizh, e kanton Henbont, e departamant ar Mor-Bihan. En ul ledenez emañ, er reter da Enez Groe, e penn pleg-mor an Oriant, dirak Porzh-Loeiz.

Emañ kumun Gavr en ul ledenez, en aber Morlenn an Oriant. Stag eo al ledenez-se ouzh an douar-bras dre un erv-draezh. Dispartiañ a ra ul ledennad vor anvet Mor bihan Gavr diouzh ar meurvor.

  • Brezel-bed kentañ : 40 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez[4], d.l.e. 3,15 % eus he foblañs e 1911.
  • Eil Brezel-bed :
    • d'ar 11 a viz Eost 1941 e kouezhas un nijerez (Beaufort I marilhet L9972 ha kodet MW-F) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) er mor, nepell eus Gavr. Un nijour a varvas, ne voe ket kavet e gorf ; an tri nijour all a voe serret gant an Alamaned;
    • d'ar 26 a viz Du 1941 e kouezhas ur c'harr-nij (Beaufort I marilhet L9793 ha kodet OA-o) eus ar Royal Air Force e donvor Gavr. Un nijour a varvas, douaret e voe e bered ar gumun ; an tri nijour all a voe serret gant an Alamaned[5];
    • e Sankenn an Oriant edo ar gumun; dieubet e voe Gavr d'an 10 a viz Mae 1945 goude emzaskoridigezh an Alamaned[6].
    • 15 den eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[4].
  • Brezel Indez-Sina : ur gwaz eus ar gumun a varvas[4].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a soudarded
Kanada (Royal Canadian Air Force') 1
Polonia 1
Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force') 3
Hollad 5

Karrnijourion e oant holl. Marvet e oant e-pad an Eil Brezel-bed, daou anezhe e 1941, an tri arall e 1943[7].


Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

[8]

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
2001 2008 Henri Quer Strollad Sokialour Gall
2008 Dominique Le Vouëdec Strollad Sokialour Gall
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Meneget anv ar gumun er romant Ar Pesk Aour gant Roparz Hemon : "Edo an ti-sardined war an traez, e Gavr, e-kichen Porz-Loeiz." 1942, pajenn 7 ; Anvioù kumunioù Breizh, Skol-Uhel ar Vro, 1998, p. 67.
  3. Le Télégramme, 16 a viz Eost 2010
  4. 4,0 4,1 ha4,2 Monumant ar re varv
  5. Pertes RAF
  6. Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 620
  7. Commonwealth War Graves Commission
  8. EBSSA
  9. Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 104