Mont d’an endalc’had

Clement Attlee

Eus Wikipedia
Clement Attlee

Clement Attlee (3 a viz Genver 1883 - 8 a viz Here 1967) a oa ur politiker saoz. E penn Strollad al Labour e voe eus 1935 da 1955 ha Kentañ Ministr ar Rouantelezh Unanet e voe etre 1945 ha 1951.

Ganet e voe e Londrez hag ober a reas e studioù e Skol-veur Oxford. O welet ar baourentez a rene en East End e troas da sokialour. Mont a reas e-barzh Strollad al Labour e 1908.

Goude ar Brezel-bed Kentañ e voe dilennet da vaer e Stepney e 1919 ha da gannad e Ti ar C'humunioù e 1922. Kemer a reas penn Strollad al Labour e 1935 ha bes-kentañ ministr e voe e-pad an Eil Brezel-bed e gouarnamant Winston Churchill. Goude ar brezel e voe trec'h Strollad al Labour en dilennadeg evit Ti ar C'humunioù ha dont a reas Attlee da vezañ Kentañ Ministr.

D'ar mare-se e voe kaset meur a dra da benn gantañ : savet e voe an National Health Service ha savet e voe embregerezhioù stad bras e meur a c'hennad a bouez evit buhez ar vro. Chom a reas an traoù-se en o flas dindan ar gouarnamantoù a zeuas da c'houde, betek mare Margaret Thatcher. Gant gouarnamant Attlee ivez e teuas kalz trevadennoù da vezañ stadoù dizalc'h, evel India, Pakistan, Birmania, Sri Lanka, Jordania. D'ar mare-se ivez e voe krouet stad Israel e Palestina, a oa renet gant Breizh-Veur.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.