Mont d’an endalc’had

Brezel Spagn

Eus Wikipedia

Brezel Spagn
brezel diabarzh
Rann eusinterwar period Kemmañ
Diellaouet gantThomas Fisher Rare Book Library Kemmañ
StadSpagn Kemmañ
Lec'hLedenez iberek Kemmañ
Raklec'hiet gantTaol-stad Gouhere 1936 e Bro-Spagn Kemmañ
Deiziad1 Ebr 1939 Kemmañ
Deiziad kregiñ18 Gou 1936 Kemmañ
Deiziad echuiñ1 Ebr 1939 Kemmañ
Darvoud-alc'hwezTaol-stad Gouhere 1936 e Bro-Spagn Kemmañ
Niverenn renablMS COLL 00165 Kemmañ
PerzhiadRepublican faction, Nationalist faction Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://discoverarchives.library.utoronto.ca/index.php/spanish-civil-war-collection Kemmañ


Brezel Spagn (anvet ivez Brezel diabarzh Spagn pe a-wechoù Dispac'h Spagn) a voe ur brezel-diabarzh e Spagn pa emsavas ar vroadelourien hag an tu dehoù e Spagn, harpet gant un darn eus an arme, a-enep gouarnamant an Eil Republik Spagnol, a oa skoret gant an tu kleiz ha gouarnamantoù emren Galiza, Euskadi, ha Katalonia. Kregiñ a reas d'ar 17 a viz Gouere 1936 hag echuiñ a reas d'ar 1añ a viz Ebrel 1939. Ar brezel-se a daolenner alies evel ur stourm etre an demokratelezh hag ar faskouriezh, dreist-holl pa weler an emglevioù a oa bet skoulmet gant pep kostezenn. En gwirionez e vefe reishoc'h komz eus ur brezel diabarzh etre ur reveulzi eus an tu kleiz hag un enep-reveulzi eus an tu dehoù. Trec'h e voe ar vroadelourien, ha neuze e krogas diktatouriezh ar jeneral Francisco Franco a chomas e penn Spagn betek e varv e 1975.

Darvoud istorel pennañ an XXvet kantved e Spagn eo Brezel Spagn, gantañ e vo gwashaet an enebiezhioù kevredigezhel politikel, ekonomikel, sevenadurel a oa e Spagn abaoe meur a vloaz.

A-raok ar brezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe embannet an Eil republik e 1931 ez eas an traoù war washaat. Gwasket e voe an dud goude an emsavadeg a c'hoarvezas en Asturiez e 1934, ha reuz a savas ivez e 1936 goude trec'h Talbenn ar Bobl (Frente Popular) en dilennadegoù.

Kudenn prizonidi an Emsavadeg asturian a chome un dalc'h da vezañ diskoulmet. Ur wech dilennet e voe dieubet ar brizonidi gant ar Frente Popular, ar pezh a lakas ar gounnar da sevel e tu ar vroadelourien ,dreist-holl el lu en devoa flastret an emsavadeg.

Ar brezel a oa kroget goude ar pronunciamiento (diskleriadur enebiñ) embannet gant ur strollad jeneraled eus lu Republik Spagn. E-penn kentañ e oant dindan sujidigezh José Sanjurjo, a-enep ar gouarnamant dilennet. Ar gouarnamant a oa sturiet gant ar prezidant Manuel Azaña. Ar vroadelourien a oa harpet gant strolladoù lies mirour, e-touezh ar re-se e oa adkavet Kengevread Spagnol an dehoù emren (Confederación Española de Derechas Autónomas, CEDA), harperien ar vonarkiezh evel ar virourien relijiel (Karlisted) hag ar Falange Española de las Juntas de Ofensiva Nacional Sindicalista, ur strollad awenet gant ar faskouriezh. Sanjurjo a oa marvet en ur gwallzarvoud karr-nij pa oa o tistreiñ eus un harlu er Portugal, profitet en devoe Franco evit kemer penn Taol-stad Gouhere 1936.

Red an darvoudoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An taol-stad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 17 a viz Gouere 1936 en em savas an arme e Melilla, e Marokko, ha tamm ha tamm e kazarnioù arall. Neuze e krogas ur brezel dic'hortoz, hir ha drastus.

E tiriadoù zo hag a oa dalc'het gant ar Republikaned e voe ivez un dispac'h sokial : kenberc'hennet e voe an douaroù hag al labouradegoù, hag an anarkourien a glaskas arnodiñ aozadur sokialour ar gevredigezh.

Deiziadoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stad an traoù e miz Eost 1936
Banniel ar Brigadennoù etrebroadel
Stad an traoù e miz Here 1937
Dismantroù Gernika-Lumo goude ar vombezadeg
Stad an traoù e miz Du 1938
Stad an traoù e penn-kentañ 1939:takad dindan dalc'h ar vroadelourien e gris, hini ar republikaned e gwenn

Sikour broioù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-hed ar brezel e voe sikouret an daou du gant broioù all, evit abegoù ideologel peurliesañ. Ouzhpenn da soudarded e voe kaset dafar hag armoù dezhe, dreist-holl gant an URSS evit ar Republikaned, ha gant Italia hag an Trede Reich alaman evit tu ar Vroadelourien.[1] Un doare e oa ivez evit ar broioù-se da amprouiñ dafar war an tachennoù-emgann.

Dafar ha tud pourvezet d'ar Vroadelourien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Etre 73.000 ha 80.000 soudard a-youl vat (dre ar CTV, Corpo Truppe Volontarie)
  • 750 karr-nij brezel
  • 150 karr-houarnet ha tank
  • 227.500 fuzuilh ha mindrailherez
  • 3.225 kanol ha kanol-mortez
  • 18.000 soudard a-youl vat (dre al Lejion Condor)
  • 750 karr-nij brezel
  • 120 karr-houarnet ha tank
  • 270.000 fuzuilh ha mindrailherez
  • 825 kanol ha kanol-mortez
  • Etre 2.500 ha 8.000 soudard a-youl vat

Dafar ha tud pourvezet d'ar Republikaned

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Etre 2.000 ha 4.000 soudard ha sivil
  • Etre 650 ha 680 karr-nij brezel
  • 410 karr-houarnet ha tank
  • 652.000 fuzuilh ha mindrailherez
  • 1.500 kanol ha kanol-mortez
  • Etre 32.000 ha 35.000 soudard a-youl vat, izili eus ar Brigadennoù Etrevroadel. N'int ket bet kaset diwar youl ar broioù peurliesañ met diwar o c'hoant personel. Lod all o deus bet c'hoant da emezeliñ d'ar milisoù all, evel reoù ar CGT, ar POUM, ar PCE pe ar CNT da skouer.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. (fr) Les deux Espagne, e L'Histoire Collection n°103, Ebrel-Even 2024, p. 18