Mont d’an endalc’had

Rhône (departamant)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ron (departamant))
Rhône
Rhône (departamant)
Anv arpitanek Rôno
Melestradurezh
Riez Frañs Frañs
Rannvro Arvern Ron-Alpoù
Pennlec'h
(prefeti)
Liyon (Lyon)
Isprefetioù Villefranche-sur-Saône
Prezidant ar c'huzul-departamant Christophe Guilloteau (UMP)
Prefed Pascal Mailhos
Kod EBSSA 69
Kod ISO 3166-2 FR-69
Kod Eurostat NUTS-3 FR716
Poblañsouriezh
Poblañs 1 883 437 ann. (2020)[1]
Stankter 694 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù 45° 49′ 59″ Norzh
4° 40′ 01″ Reter
/ 45.833, 4.667
Gorread 2 715 km²
Adrannoù
Arondisamantoù 2[2]
Pastelloù-bro 14[3]
Kantonioù 13
Etrekumuniezhioù 12
Kumunioù 219

Ar Rhône (Ron e brezhoneg[4], arpitaneg: Rôno; galleg/stumm ofisiel: Rhône) zo un departamant gall, e reter Bro-C'hall, e rannvro Arvern Ron-Alpoù. Dont a ra e anv eus hini ar stêr a dremen drezañ, ar Ron. Lyon eo ar penn-kêr anezhañ.

Krouet e voe en 1793, goude dispennet departamant ar Rhône-et-Loire. Klotañ a ra gant proviñsoù kozh Lyonnais ha Beaujolais.

Dre veur a wech e voe kresket:

  • en 1790 e voe staget (ouzh ar Rhône-et-Loire) karter ar Guillotière, tennet digant ar broviñs kozh Daofine.
  • en 1852, 4 c'humun eus an Isère (Bron, Vaulx-en-Velin, Vénissieux ha Villeurbanne; Saint-Fons a oa e kumun Vénissieux betek 1888);
  • en 1967, 6 kumun eus an Ain ha 23 c'humun eus an Isère;
  • en 1971, ur gumun eus an Isère (Colombier-Saugnieu).

D'ar 1añ a viz Genver 2015 e tisparti 59 c'humun dioutañ evit sevel Strollegezh tiriadel Metropol Lyon.

Arondisamantoù ar Rhône

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannet eo departamant Ron e daou arondisamant abaoe 2017[5] :

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Arondisamantoù departamant Rhône ha Metropol Lyon.
  3. Pastelloù-bro departamant Rhône ha Metropol Lyon.
  4. KerOfis
  5. (fr) Recueil des actes administratifs spécial n°69-2017-008, Lyon, 25 Genver 2017